|
|
OpenOffice.org e brezhoneg : ar raktres
Evit echuiñ; trugarekaat a reomp Sophie Gautier, Charles H. Schulz ha Pavel Janík evit o sikour ken prizus... Kit war hor forom evit kenskrivañ, m'ho peus evezhiadennoù pe goulennoù. Kinnig OpenOffice.org 2.4 e brezhonegAmañ emañ OpenOffice.org 2.4 e brezhoneg ! D'an 13 a viz Genver 2008, OpenOffice.org 2.0 a zo un heuliad meziantoù burevek a oa gortozet abaoe daou vloaz, dre ar bed a-bezh, gant hiniennoù, gouarnamantoù ha kevredadoù. Aes eo ober gant OpenOffice.org 2.0 ha mont a ra en-dro gant an heuliadoù burevek pouezusañ. Gantañ emañ holl c'halloudegezhioù ar meziantoù digor o zarzh. Ouzhpenn ur mollad stlennvon nevez ha barregezhioù XML araokaet e skor OpenOffice.org ar mentrezh skoueriekaet etrebroadel OpenDocument a zo bet degemeret evel teul burevek dre ziouer gant meur a vro, ha gant Stad Massassuchets en Amerika. Muioc'h c'hoazh eget forzh peseurt heuliad meziantoù all e ro OpenOffice.org an ostilhoù d'an dud dre ar bed a-bezh evit bezañ izili emouestlet hag oberiant eus o c'humuniezh.
OpenOffice.org zo bet troet e 36 yezh, ar brezhoneg en o zouez, ha muioc'h c'hoazh a zo da zont. Barrek eo da vont en-dro gant Windows, Linux, Solaris, Mac OS X (X11) ha meur a savenn all. Gant OpenOffice.org eo echu gant an diforc'hidigezh etre ar meziantoù hag an digenvezder ; ha ledanaat a ra, en un doare digredus, an dachenn labour. Ouzhpenn-se, dre ma skor ar mentrezh OpenDocument, savet gant an aozadur skoueriekaat OASIS, n'eus ket da gaout aon, gant OpenOffice.org, rak bezañ bac'het gant ar werzhourien pe rak an diamzeriñ mentrezh. Gallout a ra ar mentrezh OpenDocument bezañ implijet gant ne vern pe arload burev, ha reiñ a ra tu da welout, da embann ha da voullañ teulioù evit ar remziadoù da zont.
OpenOffice.org 2.x a zegas spi d'an armerzhioù bihan, dre ma c'hellont bremañ kaout un hollad meziantoù burevek en o yezh hag a zegouezh mat gant o ezhommoù ha gant o barregezhioù arc'hant. Dieupoc'h e vint neuze diouzh interestoù ar werzherien meziantoù perc'henn. OpenOffice.org zo o vont da vezañ an heuliad meziantoù burev brudetañ a zo bet gwelet biskoazh er bed a-bezh ; reiñ a ra tu d'an implijourien, gant diogelroez ha dre zibab, da gemer perzh en unan eus ar strivadegoù brasañ gwelet biskoazh gant kumuniezh ar Genrouedad. « Evel ezel eus ar gumuniezh-se e fell din kas ma gourc'hemennoù gwellañ deoc'h », Jonathan Schwartz, Kadoriad Penn Rener Sun Microsystems. Savet gant ur gumuniezh enni Sun Microsystems, ar skoazeller arc'hant hag ar c'heveler pennañ, Novell, Red Hat, Debian, Prolypon, Intel, kement ha tud dizalc'h, goulevourien, troerien, skridaozerien hag arwerzhourien anezho, OpenOffice.org 2.0 a ziskouez berzh, emroüsted, ha barregezh Kumuniezh ar meziantoù digor o zarzh. Bremañ emañ Kêr Vienna e-touez ar gumuniezh-se. Kroget he deus da zasparzhañ OpenOffice.org en he burevioù. « Laouen omp gant arc'hwelerezh ha perzhded ar meziant OpenOffice.org. Spi hon eus e vo OpenOffice.org e-kerz an holl implijourien zo war hon 18000 post labour », Brigitte Lutz, Kêr Vienna. Louis Suárez-Potts, Rener Kumuniezh OpenOffice.org, a zispleg eo « OpenOffice.org 2.0 an disoc'h eus un argerzh kenlabour oc'h emplegañ miliadoù a dud a labour e nouspet yezh warn-ugent dre ar bed a-bezh. Diskouez a ra splann ez eo barrek an « Open Source » da genderc'hiñ meziantoù uhel o ferzhded hag e c'hell gwarantiñ ez int stabil, aes da implijout hag asur, dres ar pezh a c'hortoz an implijerien digant o meziantoù burevek. ». Ouzhpenn ar mentrezh OpenDocument, an etrefas implijour zo bet adtreset hag ur mollad stlennvon nevez zo kinniget gant OpenOffice.org 2.0. Gwellaet eo bet ar skor PDF, araokaet ar mollad taolenner, klokaet enframmadur ar burev ha meur a elfenn all c'hoazh zo bet gwellaet, da dennañ splet eus e varregezhioù XML araokaet, evel e amparted da grouiñ, da embann ha da implijout XForms en un doare aes. Gant harp ur mell labour 10 mizvezh sevenet gant tri den a youl vat e c'heller kaout hiziv an heuliad OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg ivez. Diouzhtu e c'hell bezañ pellgarget an aozerezh 2.0 ofisiel war lec'hienn an Drouizig, http://www.drouizig.org hag a-benn nebeut amzer, gant skoazell Ofis Ar Brezhoneg, e vo dasparzhet an aozerezh adlennet 2.0.1 war CDROM, evit ar skolioù da gentañ-penn hag ar vrezhonegerien dre vras war-lerc'h. Evit kaout muioc'h a ditouroù diwar-benn OpenOffice.org, kit da lenn ar c'hemennadennoù e saozneg war ar bajenn-mañ. Gant hor gwellañ gourc'hemennoù, Kumuniezh OpenOffice.org Levrlennadur Implijet eo bet al levrioù-mañ evit an droidigezh vrezhonek :
Pellgargañ OpenOffice.org 2.x e brezhonegEvit deskiñ penaos kempenn mat hag implijout un tammig an difazier brezhonek dindan OpenOffice.org Kinnig kozh OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg, gant GiuliaSetu, e-giz « The Gimp » pe « Mozilla », ur prof (ha pebezh prof, un dudi !) digant kumuniezh ar meziantoù dieub. Ganet oa bet a-drugarez d'ur c'henlabour ingal hag arloup. Heñvel ouzh an heuliad kenwerzhel Star Office, un heuliad burevel dieub ha klok eo. Kinnig a ra :
Embannet eo bet an arreval diwezhañ gant OpenOffice.org. Posubl eo e bellgargañ e meur a yezh hag e brezhoneg bremañ ! Liessistem eo an heuliad bureveg (bet rakanvet OOo dija) : kavet e vez anezhañ evit ar reizhiadoù Windows, Linux, Mac ha Solaris. Posubl eo lenn ha cheñch ar restroù bet krouet gant an heuliad bureveg Microsoft Office (XP, 2000, 97 h.a.). Ar c'henglotañ etre Microsoft Office hag OOo a zo dispar : dousig e c'heller tremen d'unan d'egile, 'pezh a aliomp ac'hanoc'h start d'ober. E-touez perzhioù niverus eus an arreval diwezhañ 1.1.4 e c'hellomp mennegiñ ar re-mañ :
Dindan aotreegezh GNU LGPL (Lesser General Public License) emañ OOo. Talvezout a ra eo kenglotus gant ar GPL, nemet n'eo ket ur redi lakaat dindan aotreegezh GNU LGPL ar chenchamantoù a reer war ar c'hod. Da lâret eo e c'hell un embregerezh bennak en em ziazeziñ war OOo ha krouiñ gantañ ur meziant perc'henn ha kenwerzhel. Pellgargañ OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg
|



